----------------------------------------------------------------------------------
An dour zo un dalc’h evit ar gevredigezh hag ur politikerezh kreiz evit hon dazont hag hini ar remziadoù da zont. Ur mad boutin ha prizius an hini eo, ezhomm hon eus anezhañ evit bevañ hag e rankomp en em ouestlañ dezhañ a-benn e wareziñ. Evit 26 kumun Tolpad-kêrioù Montroulez, tri difi bras a rank bezañ renablet :
- kempouezañ kresk an ezhommoù dour pa’z a war digresk an danvez
- Merañ en un doare padus hon tolzoù dour evit ma vo dour mat da evañ bemdez,
- Gwellaat tretañ an dourioù lous evit gwareziñ ar meteier hag ar vevliesseurted.
« Treizhent 2030 » hor raktres bro votet a-unvouezh d’ar 27 a viz Even 2022 a laka an dour e-kreiz an treuzkemmoù evit un tiriad lañsus, kengret ha padus. Dilennidi Tolpad-kêrioù Montroulez o doa votet d’ar 26 a viz Even 2023 evit un ober arouezius nevez : krouidigezh servij publik-An Dour. Oberiant adalek ar 1añ a viz Genver 2024, An Dour a vo karget da lakaat e pleustr hor politikerezh etrekumunel war an dachenn-mañ. An Dour zo ur servij publik pemdeziek, e servij an holl, evit an holl gumunioù perzh deus tolpad-kêrioù Montroulez.
Meret eo gant dilennidi ar c’humunioù hag an Tolpad-kêrioù bodet en ur c’huzul-Merañ, gant ar framm publik nevez-se e vez aozet mererezh hollek an dour, eus ar vammenn betek ar mor ! Evit an 20 vloaz da zont, muioc’h eget 250 milion a euroioù labour zo raktreset evit an dour mat da evañ ha tretañ an dourioù lous. Distag diouzh kement pal gounit, suraat, gwareziñ ha servij zo kefridioù nemeto hor servij publik-An Dour. E eil niverenn ar Gelaouenn Raktresoù Meur e roomp keleier deoc’h diwar-benn ar c’hefridioù fiziet e servir An Dour, e vont en-dro dre ur renadur, e c’houarn politikel, hag e resisomp deoc’h, implijerien hag annezidi an tiriad, peseurt mod ez a en-dro en un doare pleustrek. Lennadenn vat deoc’h holl,
Jean-Paul Vermot
Aotroù Maer Montroulez
Prezidant Tolpad-kêrioù Montroulez,